Modèle:MarivonigBZ

De GrandTerrier

Selaouit hag ho klevfot, hag ho klevfot kanañ
Ar chañson nevez savet, oneoleonig tralalenig
Ar chañson nevez savet, kompozet ar bloaz-mañ

‘Zo savet d’ur gemenerez he anv Marivon
He neus tailhet rochedoù, ar rochedoù ar rochedoù
He neus tailhet rochedoù d’an Aotrou ar baron

Rochedoù lien fin, rochedoù lien tanv
A zo brodet war an daouarn, war an daouarn, war an daouarn
A zo brodet war an daouarn, gwriet gant neud arc’hant.

'Benn oan achuet gante, e oant laket en ur pakad kloz
Neuze e yae Marivonig, Marivonig, Marivonig
Neuze e yae Marivonig d’o c’has d’ar gêr d’an noz.

- "Deboñjour deoc’h paotr lakez, ha c’hwi palafrinker
Ha c’hwi lavarfe din-me, oneoleonig tralalenig
Ha c’hwi lavarfe din-me, ar baron zo e kêr ?"

- "Ar baron zo e 'ne wele, ni gampr cho a zo klozed
Hag c'hwi bremañ Marivonig, Marivonig, Marivonig
Hag c'hwi bremañ Marivonig dont de welet d'an noz"

Ar baron diouzh e wele, glevas buan an trouz
Hag a c’houlas piv zo aze war ar pavez, war ar pavez
Hag a c’houlas piv zo aze war ar pavez, d’an eur mañ diouzh an noz

- "N’eus nemet Marivonig, ho ponamiez koant,
A zo deut da gas rochedoù, ar rochedoù, ar rochedoù
A zo deut da gas rochedoù deoc’h-c’hwi Baron yaouank"

- " Digor an nor paotr lakez, ha digorit neï frank
"'Vit ma gallo Marivonig, Marivonig, Marivonig
"'Vit ma gallo Marivonig dont d’am gwelet d’am c’hambr

Pa edo Marivonig ‘ vont d’an dirioù d’an nec’h
Ar Baron lampon, lampon, lampon, lampon, lampon, lampon
Ar Baron lampon, lampon, sache dei war he brec’h

- "Didostit Marivonig 'vit aour na 'vit arc’hant
Deut da aozañ din va gwele, din va gwele, din va gwele
Deut da aozañ din va gwele, depech ma peus c’hoant"

- "Me ne ran ket kant mil foutr gant aour nag an arc’hant
Me a gousko un nosvezh, oneoleonig tralalenig
Me a gousko un nosvezh gant ur baron yaouank."

Transcripteur(s) : Daspugnerien Bro C’hlazig, Bernez Rouz, Jean Cognard